Capability Brown

Lancelot "Capability" Brown taolennet gant Nathaniel Dance

Lancelot Brown, ganet e 1715–16, badezet d'an 30 a viz Eost 1716 hag aet d'an Anaon d'ar 6 a viz C'hwevrer 1783, brudet dre e lesanv Capability Brown, a oa ur gweledvaour saoz.

Lavaret e vez diwar e benn e oa "the last of the great English 18th century artists to be accorded his due" ha "Gwellañ liorzhaozour Bro-Saoz". Savet en doa bet 170 park, darn anezho a zo c'hoazh anezho hiziv-an-deiz. Lesanvet e oa bet "Capability" dre ma embanne alies d'e bratikoù e oa "posubl" da wellaat kalz o douaroù. Ken brase eo bet e levezon war al liorzharzourien, ken ma tisoñjer alies ar pezh a zegasas d'an English garden Charles Bridgeman ha William Kent a oa bet araozañ. Skrivagner buhez ha difenner Kent, Horace Walpole, a skrivas e oa bet "a very able master" war-lerc'h Kent.


From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Tubidy